Wilhelm Brenneke
Wilhelm Brenneke, bet ganet d'an 30 a viz Meurzh 1865 e Hannover ha marvet d'ar 4 a viz Du 1951 e Kornôg Berlin, a oa un ijinour alaman diazezet e Leipzig, bet diorroet gantañ kartouchennoù hag elfennoù munisionoù implijet c'hoazh evit chaseal hiziv-an-deiz.
Meur a vicher a reas en e yaouankiz, e meteier an alc'hwezerezh, ar sevel-bagoù hag an embann, en ur werzhañ levrioù touristerezh. Gant an arc'hant rastellet evel-se e c'hallas, e 1895, sevel e embregerezh armerezh. Sot e oa gant ar chase hag an armoù, p'en doa tremenet kalz amzer o jiboesa asambles gant e dad-kozh pa oa yaouank. Ren a reas Wilhelm Brenneke war ar stal betek ar bloavezhioù 1940. Enni e ijinas gwikefreoù ha munisionoù evit ar fuzuilhoù-chase : an daou vrudetañ eo ar munision 7 × 64 mm hag ar boled Brenneke evit ar fuzuilhoù flour[1].
Lazhet e oa bet daou vab Wilhem Brenneke er Brezel-bed Kentañ ; e verc'h Elsa a gemeras e blas e penn an embregerezh adalek 1943[2]. Mervel a reas-eñ e 1951 e Berlin, e-lec'h ma oa bet adstaliet e embregerezh[1].
Ijinadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-touez ar c'hartouchennoù pe elfennoù munisionoù bet ijinet gantañ emañ[2] :
- ar vannadell Brenneke (1898), ur boled bras e galibr, da vezañ implijet e fuzuilhoù-chase flour o c'hanol. Ur stumm gwellaet gant hachadurioù a-dreñv d'ar boled, soñjet evit e stabilaat en aer en ur lakaat anezhañ da dreiñ warnañ e-unan, a voe kinniget gant Wilhelm Brenneke e 1942. Implijet e vez evit chaseal bronneged bras hiziv an deiz, ha deuet eo brenneke da vezañ ur gwreskanv evit ar bannadelloù-se, a vez anvet slug ivez.
- an 8 × 64 mm S (1912), ur munision savet evit an arme impalaerel alaman, a zibabas an 7,92 × 57 mm Mauser kentoc'h. Ne reas ket berzh an 8 × 64 mm war ar marc'had sivil.
- ar 7 × 64 mm (1917), a vez implijet c'hoazh evit chaseal, en Europa dreist-holl[3].
- an 9,3 × 64 mm (1927), graet evit chaseal bronneged bras Europa ha loened bras Afrika. Implijet e vez c'hoazh hiziv an deiz.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (fr) Brenneke : 120 années au service de la chasse, Vosges Matin, 27/06/2015 (lennet d'an 11/01/2026)
- 1 2 (en) Company history war lec'hienn Brenneke (lennet d'an 08/01/2026)
- ↑ (fr) CZERMANN Dominique, Le 7×64 BRENNEKE, 104 ans et toutes ses dents, Air et nature, 29/12/2021 (lennet d'an 08/01/2026)