Wikipedia:Babel

Aesaat a ra an astenn Babel an eskemm etre ar Wikipedourien dezho yezhoù disheñvel. Savet eo bet, e penn-kentañ, war Wikimedia Commons, hag adkemeret da c’houde war ar wikioù all.
Grit gant {{#babel:}} evit krouiñ un daolenn « war-neuñv » a-zehou d'ar bajenn ma vez lakaet. Boazet eo an implijerien da renkañ ar yezhoù komzet ganto en urzh barregezh komz yezh pe yezh. Da gentañ ar yezhoù mestroniet da vat ha da c’houde ar re n'int ket anavezet kement. Gouest e vo un implijer a gomz peder yezh da lakaat ar patrom {{Pat|babel}} en e bajenn implijer (hag enni hepken, ket en e bajenn gaozeal). Ar skouer amañ e-kichen eo disoc'h an tamm kod-mañ : <nowiki>{{#babel:br|fr|en-2|de-1}}.
Pa implijer an astenn Babel en ur bajenn implijer gant an dezverkoù mat (gwelet a-is) e vez rummataet ar bajenn-se er rummadoù a glot gant ar yezh hag ha gant al live yezh lakaet. Gant en-2, da skouer, e vo rummadet an implijet er rummadoù Rummad:Implijerien en (ar re a gomz saozneg tamm-pe-damm) ha Rummad:Implijerien en-2 (ar re a gomz saozneg gant ul live 2, eleze ul live etre).
Liveoù
[kemmañ ar vammenn]Setu penaos e c’haller deskrivañ al liveoù niverel.
- N pe (live ebet): yezh-vamm (native) pe yezh peurzesket.
- 5: a-vicher.
- 4: mat-kenañ, gallout a reer ober gant ar yezh-mañ er vuhez pemdez.
- 3: mat, gallout a reer ober gant ar yezh-mañ met en ur ober fazioù.
- 2: tamm-pe-damm, kompren a reer ar yezh, alies e reer fazioù.
- 1: un tammig, n’eo ket a-walc’h evit ur gaozeadenn glok.
- 0: tamm ebet.
Skouerioù
[kemmañ ar vammenn]- evit un implijer a oar brezhoneg peurvat, galleg mat-tre, hag un tammig saozneg: {{#babel:br|fr-4|en-1}}.
- evit un implijer a oar alamaneg peurvat, spagnoleg mat, ha ne oar ket brezhoneg: {{#babel:de|es-3|br-0}}.
Yezhoù
[kemmañ ar vammenn]E listenn glok kodoù ISO 639-1 e vo kavet ar c’hodoù yezh da implijout gant an astenn Babel.
Gwelout ivez roll ar Wikipediaoù, gant o c’hodoù yezh, war Meta.