Mont d’an endalc’had

Vilnius

Eus Wikipedia
Skeudennaoueg.

Vilnius (Wilno e poloneg) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Lituania, poblet eo gant ouzhpenn 574 000 a dud. Emañ kreiz-kêr a-bezh war roll glad an UNESCO.

Bet eo kêr-benn ar sevenadur Europa e 2009, gant Linz.

Kêr-benn Lituania eo bet adalek 1323 da nebeutañ. Da vere Republik an Div Vroad e voe annavezet dindan an anv Wilno. E 1793 e voe staget ouzh Rusia ha cheñchet e voe he anv e Vilna. Dont a reas de vezañ polonat en-dro etre 1924 ha 1939, a-raok dont da vezañ lituanat endro e-keñver aloubidigezh Polonia gant Alamagn hag an URSS.

Kêr vrasañ ar vro eo Vilnius. Poblet e oa gant 553 904 a dud e 2005.

Kalz yuzevien a oa o chom e Vilnius a-raok an Eil Brezel-Bed (tost da 40 % eus an annezidi e 1897).

Kalz ilizoù katolik a zo e Vilius, hag an Iliz-veur, manatioù bihan ha skolioù. Ilizioù reizhkredenn ha protestant a zo ivez.

An nevez-paganiezh a zo kreñv awalc'h e Lituania. Romuva, iliz pagan Lituania, a zo staliet e Vilius abaoe 1991. Un nevez-paganiezh balt all, Druwi, a zo ivez.

Vilnius a zo gevellet gant :

Kêrioù gevellet gant Vilnius betek 2022 :