Vergilius
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Henroma |
| Anv e yezh-vamm an den | Publius Vergilius Maro |
| Praenomen | Publius |
| Nomen | Vergilius |
| Cognomen | Maro |
| Deiziad ganedigezh | 15 Her 70 BCE |
| Lec'h ganedigezh | Andes |
| Deiziad ar marv | 21 Gwe 19 BCE |
| Lec'h ar marv | Brindisi |
| Lec'h douaridigezh | Parco Virgiliano |
| Mamm | Magia Polla |
| Kar | Vergilia Vera |
| Gens | Vergilia gens |
| Yezh vamm | latin |
| Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
| Yezh implijet dre skrid | latin |
| Micher | barzh, skrivagner |
| Studier | Cebes |
| Tuadur revel | non-heterosexuality |
| Oberenn heverk | Eclogues, Georgics, Aeneis |
| Oberennoù zo en dastumad | National Gallery of Art, Vatican Library |
| Luskad | Augustan poetry |
| Tachenn | Meurgan, pastoral poetry |
| Levezonet gant | Aulus Furius Antias, Homeros, Theocritus |
| Present in work | Divina Commedia |
| Prantad | Impalaeriezh roman |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |

Publius Vergilius Maro (15 a viz Here 70 kent J-K - 21 a viz Gwengolo 19 kent J-K) anvet diwezhatoc'h Virgilius, a oa ur barzh roman klasel, aozour ar Bucolica, ar Georgica hag an Aeneis, ur meurgan a 12 levrenn a oa deuet da vout barzhoneg broadel an Impalaeriezh roman.
Ganet e oa e-kichen Mantova e Galia Cisalpina en amzer koñsuliezh Crassus ha Pompeius, e ti bourc'hizien vihan. Koñsuled e oa Crassus ha Pompeius adarre pa wiskas Vergilius toga an oad gour, c'hwezek vloaz diwezhatoc'h, e -54, en deiz en-eeun ma marvas Lucrecius. Darn a wel aze un arouez, goude ma ne voe ket bras levezon oberour an De natura rerum war oberenn Vergilius e-skoaz hini Catullus, skrivagner Verona, un amezeg a anavezas moarvat, pe barzhed all a zo saludet gantañ en e v-Bucolica, evel Aemilius Macer (a c'hallfe bezañ Melibe ar Bucolica), C. Helvius Cinna, keneil da Gatullus, L. Varius Rufus, a voe embanner an Eneas, ha Q. Horatius Flaccus (Lycidas er Buc. 9 ?), a zo Horatius e vignon bras a raio animae dimidium meae, « an hanter eus ma ene » anezhañ. En-yaouank ivez e skoulmas darempred gant Quintilius Varus, a vo ur skridvarnour meur (gwelout Hor. Odes, I, 24), ha Cornelius Gallus, a oa o vont da ziazezañ ar varzhoniezh a glemmganerezh e Roma.
Mervel a eure Vergilius en -19 e Brindisi. Lavaret e vez e karje bezañ devet e Aeneis.
