Mont d’an endalc’had

Venezuela

Eus Wikipedia
República Bolivariana de Venezuela
Republik Volivarian Venezuela
Banniel Venezuela
Banniel
Ger-stur : Dios y Federación  Spagnoleg
"Doue ha Kevread"
Kan broadel: Gloria al Bravo Pueblo
Lec'hiadur Venezuela
Lec'hiadur Venezuela
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Caracas
Yezh(où) ofisiel Spagnoleg
Gouarnamant Republik kevreadel
 - Prezidant Delcy Rodríguez
Dizalc'hded diouzh Spagn 
 - Diskleriet 7 a viz Gouere 1811 
 - Anavezet 30 a viz Meurzh 1845 
Gorread
 - Hollad 916,445 km² (33vet)
 - Dour (%) 0.32
Poblañs
 - istimadur 2008 28,199,822 ()
 - niveradeg 2000 169,799,170
 - Stankter 30.2/km² (173)
PDK (PGP) 2008 (istimadur)
 - Hollad $362.772 miliar[1] (32vet)
 - Keidenn $12,933[1] (62)
FDD  (2007) 0.826 (uhel) (61vet)
Moneiz Bolivar souveren (VEF)
Gwerzhid-eur (UTCUTC-4)
Kod kenrouedad .ve
Kod pellgomz +58

Venezuela (Republik Volivarian Venezuela ent-ofisiel) zo ur vro e norzh Suamerika, etre Kolombia er c'hornôg, ha Guyana er reter ; er su emañ Brazil hag en norzh ar Mor Karib. Ur republik kevreadel eo, ha Caracas eo ar gêr-benn. Tireoul ha gas a zo stank er vro. Ezel eo eus an ABU, an ABEP hag an ALBA. Astalet eo eus ar Mercosur abaoe 2017.

Trevadennet e voe an takad gant Bro-Spagn adalek 1522.

Meur a varrad iriennoù oa bet a-enep da zileuridi ar gurunenn spagnolat a-raok brezel an dizalc’houriezh. E dibenn an XVIIIvet  kantved hag e deroù an XIXvet kantved e voent levezonet gant ar reveulzioù stadunanat, gall hag haitian. Enkorfañ a rae an danvez harozed da vezañ, un nerzh dishualañ hag an dizalc’houriezh diouzh an trevadennoù spagnolat en Amerika.

Ur vodadenn a voe krouet da heul taol divodañ Vicente Emparan, gouarnour kabiten-di hollek Venezuela, dre hanterouriezh Akta an 19 a viz Ebrel 1810, .

D’ar 5 a viz Gouere 1811 e voe embannet dizalc’hidigezh Venezuela gant ar vro he-unan. Sturier meur an emsav e voe evit sevel ur vroad nevez.

Dont a reas da vezañ ur vro emren e 1830, da vare Simón Bolívar.

Prantadoù diaesterioù a vevas Venezuela en XIXvet kantved, a zisoc’has a-benn ar fin war brasañ tabutoù diabarzh bet anavet gant tud ar vro : « ar brezel kevredadour », anvet ivez « ar brezel bras » (1859-1863). Aroueziañ a ra ar frankizourien takadoù ar c’hafe er reter eus ar vro : ar re-mañ a oa modernoc’h hag e liamm gant ar c’henwerzh etrevroadel. Kevreadelour e oant anvet abalamour ma felle dezho un emrenerezh brasoc’h evit ar proviñsoù, enebet e oant ouzh ar strollad mirelour, tamallet ganto da vezañ aloubet holl bostoù ar gouarnamant hag ar berc’hentiezh font, ha da gilstourm start ouzh nep youl adreizhañ ar vro.

Grevusañ ha gwadekañ brezel diabarzh ar Venezuela e voe abaoe an dizalc’houriezh. Gant 2000 den lazhet e stumm ur gerilha, gant heuliadoù naonegezh ha kleñvedoù, en ur vro gant tost 2 vilion a annezidi.

Gronnet ha stanket e voe eskemmoù porzhioù etrevroadel Venezuela. Feizet e voe ar virourien gant ar gevredourien gant ur c’houst mantrus a dud varv, rivinet penn-da-benn hag an drailh dañvezel. Ar frankizouriezh melen eo anv ar mare da heul ar brezel diabarzh ; gant Antonio Guzman Blanco e voe adreizhet ar vro ha gantañ e voe savet diazezoù ar vro anezho betek bremañ.

Abaoe marv ar prezidant Hugo Chávez e 2013 emañ ar vro o vevañ un enkadenn bolitikel : Nicolás Maduro a oa e penn ar vro a-raok bezañ skrapet gant Stadunaniz e miz Genver 2026.

Rannoù goulo ur stal e Venezuela e 2014 abalamour d'ar verregezh.

E 2002 e oa Venezuela pevare ezporzhier tireoul ar bed. Ar Stadoù-Unanet a oa unan eus he fratikoù brasañ. E-touez broioù pinvidikañ Suamerika e oa a-raok an drouziwezh armerzhel gant renad Maduro[2]. En tu all da 1 000 000 % e oa ar monc'hwez e dibenn 2018, pa dizhe 700 % e dibenn 2017 « nemetken ».

"Tost 82% eus Venezueliz a zo paour, en o zouez 53% paour-raz, n'int ket gouest da brenañ boued diazez zoken".

Un daneveller a-ratozh eus an ABU e miz C'hwevrer 2024 goude bezañ gweladennet ar vro.[3]

Ur berrentez produioù diazez a zo, da skouer war al laezh, ar c'hig, ar c'hafe, ar riz, an amann, hag ar paper-privezioù, ar produioù yec'hederezh personel, ha louzeier zoken[4][5]. Abalamour da se e rank Venezueliz klask o boued, lostenniñ, hag a-wechoù chom hep prenañ produioù zo[6][7][8][9][10].

Ar baseball eo ar sport broadel, a-raok ar vell-droad hag ar basketball.

Trec'h e oa ar blenier formulenn 1 Pastor Maldonado e Priz Bras kirri Spagn 2012.

Stadoù Venezuela

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur republik kevreadel eo Venezuela. Gwelout ar pennad : Stadoù Venezuela.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]