Mont d’an endalc’had

Sel

Eus Wikipedia
Sel gant treustoù e-barzh un ti eus ar XVIvet kantved e Toruń e Polonia.
Sel ar Palazzo Vecchio ("ar Palez Kozh") e Firenze.

Ur sel a zo ur gorread a-led termenet a weler a-us d'ar poent arsellout, ha, dre astenn, ar vevenn varr a c'heller tizhout

Ar sel, pe al lein, pe an terest, eo al lodenn eus ur sal, en un ti, a zo a-us da bennoù an dud.

A-wechoù e vez gwelet an treustoù.

Brudet eo ar seloù livet er Chapel Sistina, e Roma, gant Michelangelo Buonarroti er XVIvet kantved.

Skiantoù hag ijinerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aerlestrerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An uhelder barr ma c'heller tizhout.

Meteorologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An uhelder, a-us da c'horre an Douar, eus diaz ar gwiskad koumoul izelañ ma vez dreist un nivlegezh spisaet d'ar golo koumoul, pe, en ur gwiskad brumenn, ar gwelusted a-serzh.

Skiantoù sokial

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ekonomiezh, al sel-priz eo priz uhelañ ur produ.

Sel-gounidoù termenet gant ar Surentez Sokial .

An droienn "Sel gwer" a ra dave d'ar fed ma'z eo diziraez bizhier-skeul uhelañ ur framm urzhazel da strolladoù zo a dud.

Ar sel goproù eo ar sammad hollek uhelañ a c'hoproù evit ur skipailh, gant ar pal bevenniñ berniadur ar goproù uhelañ en ur c'hlub sport hag evel-se gwarantiñ ur c'hementad bennak a reizhder etre ar c'hluboù er memes kampionad.

Ar vevenn dispignoù eo ar sammad uhelañ, termenet gant al lezenn, a c'hall un danvez-dilenad dispign e-pad ur c'houlzad dilennadegoù e Bro-C'hall.