Mont d’an endalc’had

Reniom

Eus Wikipedia
Reniom
Wolfram – Reniom – Osmiom
Tc
Re
Bh
Taolenn beriodek, Reniom
Perzhioù hollek
Niver atomek75
Rummad kimiekMetaloù ardreuzat
Strollad7
Trovezh6
Bloc'hd
Tolz atomek186,207
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d5 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 13, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur+ 7
Oksidenn drenkek skañv
Tredanleiegezh1,9 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur1 : 755,819 kJ/mol
2 : 1 260 kJ/mol
3 : 2 510 kJ/mol
Skin atomek216 pm
Skin kenamsav141 pm
Skin Van der Vaals(stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
ArvezKaled
Douester (≈20 °C)21,023 g/cm3
Teuzverk3 185 °C
Bervverk5 590 °C
Tredanharzusted193 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
1 cm3 eo ec'honad an diñs reniom

Un elfenn gimiek eo ar reniom ; Re eo e arouez kimiek, 75 e niver atomek ha 186,207 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.

Div elfenn a vanke e strollad 7 taolenn beriodek an elfennoù, dindan 25Mn. Pa oa o klask stankañ an toull kentañ e kavas ar Japanad Masataka Ogawa un elfenn dianav en un tamm kailh o tont eus Selan (Sri Lanka bremañ), ha krediñ a reas dezhañ e oa an elfenn 43. E 1937 hepken e voe anavezet evel 43Tc, hag e 2004 e voe prouet ez eo ar reniom a oa bet dizoloet gant Masataka Ogawa.
E 1925 e voe kavet an elfenn 75 da vat gant Walter Noddack, Ida Tacke hag Otto Berg e Berlin, ha Rhenium eo an anv a voe roet dezhi en enor d'ar sêr Roen. E 1928 e teujont a-benn da dennañ 1 gramm reniom eus 660 000 gramm kailh molibdenit[1].
Ar reniom eo an diwezhañ elfenn naturel, stabil ha nann-skinoberiek a zo bet dizoloet[2].

Unan eus an elfennoù dibaotañ war an douar eo ar reniom. Ur metal liv an arc'hant eo, uhel-kenañ e deuzverk (3 185 °C) — an trede elfenn er c'heñver-se goude ar wolfram 74W (3 422 °C) hag ar c'harbon 6C (3 825 °C). An elfenn gentañ eo a-fed bevverk (5 590 °C), ar wolfram o virviñ da 5 555 °C hag ar c'harbon o sec'hdarzhañ, da lavaret eo o vont a galed da c'haz hep tremen dre ar stad dourek.
Kalet-kenañ eo ar reniom, er pevare renk goude ar platin 78Pt, an iridiom 77Ir hag an osmiom 76Os. Pa vez disgweret avat e teu da vezañ orjalennus-kenañ, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe.

Damheñvel ouzh re ar wolfram ha re ar molibden eo perzhioù kimiek ar reniom.

Reniom-185 (185Re) eo an izotop stabilañ, padal n'eo nemet 37,4% eus ar reniom a gaver en natur. An izotop all, 187Re eo an 62,6% a chom ; distabil eo, hogen hir-tre eo e hanter-vuhez, a zo war-dro 1010 a vloavezhioù.

Kenderc'hadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar kailhoù kouevr e tenner reniom ; etre 0,0001 ha 0,2% a reniom a gaver ivez e kailhoù molibden[3].

Kementadoù a reniom bet kenderc'het e 2011 (brasjedet)[4]
OrinKementad (t)Pourvezioù (t)
Chile261 300
Stadoù-Unanet Amerika6,3390
Perou545
Polonia4,7(stlenn ebet)
Kazakhstan3190
Broioù all1,591
Kanada1,232
Armenia0,695
Rusia0,5310
Hollad48,8 t> 2453 t
  • War-dro 20% eus ar reniom a ya da fardañ dazgweredoù evit greanterezh an eoul-maen (kenderc'hañ dour-tan hep plom), 70% evit kreñvaat deistkenaozadoù fardet gant nikel, a vez arveret e kefluskerioù a rank labourat da wrezverkoù uhel (> 1 000 °C).[4]

War meur a zachenn ez implijer an 10% a chom :

• kimiezh : kleuzeurioù (endalc'hoù arveret da dommañ danvezioù) ;
• elektronik : ledreelloù ;
• fizik : korzennoù ha palioù elektronek, skalfadlunerioù, gwrezdaouadoù, korzennoù ec'haezhel, sontoù-gwrezverk, jaojoù ionder ;
• tredanerezh : kenstokoù, gwarelloù-tredan, gwiskadoù metalek ;
  1. ↑ NODDACK J. & W., Die Herstellung von einem Gramm Rhenium, Zeitschrift für anorganische und allgemeine Chemie, Vol. 183, n°1, 26/10/1929, pp. 353-375 (de) Liamm oberiant 04 KZU 12
  2. ↑ Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant04 KZU 12
  3. ↑ ROUSCHIAS George, Recent advances in the chemistry of rhenium, 1974, American Chemical Society Liamm oberiant 03 KZU 2012
  4. 1 2 USGS United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv • Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok