Mont d’an endalc’had

Produer filmoù

Eus Wikipedia
Produer filmoù
filmmaking occupation
Iskevrennad eusproduer, tud ar sinema Kemmañ
Tachenn vicherelfilmaozañ, film expedition Kemmañ
ISCO-08 occupation class2654 Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E23) Kemmañ
Roll elfennoùlistenn ar produerien filmoù Kemmañ
Category for eponymous categoriesCategory:Wikipedia categories named after film producers Kemmañ

Ur produer filmoù a vez graet eus un den karget eus produerezh ur film, eus kavout ha choaz an istor diazez, betek ar goude-produerezh, ar bruderezh hag an embann eus ar film. Sevel a reont ar steuñvioù ha kenurzhiañ zl lodennoù disheñvel eus produerezh ar film, evel choaz ar senario, kenurzhiañ ar skrivañ, ar filmaozañ, ar frammañ, hag al lodenn arc'hantaouiñ. Ar produer a ra war-dro ar rak-produerezh, filmañ diazez, hag al lodennoù goude-produerezh eus ar filmaozerezh. A-wechoù, ar produer seveniñ a c'hell labourat gant ur produer keveler pe meur a hini, ur produer skoazeller, evit harpañ anezhañ hag ar penn-broduer(ien).

Ar produer filmoù eo hag a choaz ar filmaozer evit ar film, ha kemend all evit skipailh ar film. Ar produer a rank diwall e vije sentet ouzh ar budjed, an amzer roet evit sevel ar film. Ar produer eo hag a zo kiriek ivez eus al lojistik ha war tachenn an aferioù eus ar filmañ. Ar filmaozer a zo kiriek eus lodenn arzel ar film e-kerzh ar produiñ met a labour dindan evezh ar produer. A-wechoù e sav tabut bras etre ar produer hag ar filmaozer rak selloù disheñvel a zo gant pep hini, ha kement-mañ betek ma vije goulennet gant lod filmaozerien tennañ o anv diouz listenn saverien ur film. Lod filmaozerien a gav gwelloc'h produiñ o filmoù dezho o-unan hep pouez ar produerezh greantel warno ha gant muioc'h a frankiz evel gant ar filmoù dizalc'h da skouer.