Philadelphia
| Deiziad krouiñ | 1682 |
|---|---|
| Anv ofisiel | Philadelphia |
| Anv er yezh orin | Philadelphia |
| Moranv | Philly, City of Brotherly Love |
| Anv berr | PHL, Philly, Phila. |
| Anvet diwar | Filadelfia |
| Diazezer | William Penn |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Kêr-benn eus | Philadelphia County |
| E tiriad | Philadelphia County |
| Gwerzhid-eur | Eastern Time Zone, UTC−05:00, UTC−04:00 |
| Located in the statistical territorial entity | Philadelphia metropolitan area |
| War ribl | Delaware |
| Lec'hiadur | Philadelphia Region |
| Territory overlaps | Philadelphia urban area |
| Daveennoù douaroniel | 39°57′10″N 75°9′49″W |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Mayor of Philadelphia, Pennsylvania |
| Penn an aotrouniezh | Cherelle Parker |
| Ezel eus | Organization of World Heritage Cities |
| Perc'henn war | Philadelphia International Airport |
| Coextensive with | Philadelphia County |
| Prizioù resevet | Silver Anvil Award, Silver Anvil Award |
| Lec'hienn ofisiel | https://phila.gov |
| Hashtag | philly |
| Banniel (deskrivadur) | flag of Philadelphia |
| Istor | history of Philadelphia, timeline of Philadelphia |
| Roll monumantoù | National Register of Historic Places listings in Philadelphia, list of National Historic Landmarks in Philadelphia |
| School district | Philadelphia Public School District |
| Ekonomiezh an danvez | economy of Philadelphia |
| Poblañsouriezh an danvez | demographics of Philadelphia |
| Kod pellgomz an takad | 267, 215 |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Philadelphia |



Philadelphia eo kêr vrasañ stad Pennsylvania er Stadoù-Unanet. Er bloavezh 2010 e oa 1 526 006 a annezidi o chom enni.
Ar pempvet kumun gant ar muiañ a dud er Stadoù- Unanet eo. Philadelphia a zo ur gêr eus ar C'hommonwealth e Pennsylvania lec’hiet e biz ar Stadoù-Unanet, etre New York ha kêr Washington. Kreiz istorel, sevenadurel hag arzel pouezus er Stadoù-Unanet. Philadelphia a zo ivez ur porzh industriel bras. Krouet e 1682, eo bet Philadelphia en XVIIIvet kantved ar gêr gant ar muiañ a dud eus an trizek trevadenn ( hag a zo trevadennoù Bro-Saoz en Amerika an Norzh) a-raok dont da vezañ kêrbenn ar Stadoù-Unanet. Abalamour da-se, zo bet kevezerezh e-pad un toullad bloavezhioù etre Philadelphia ha New York. Goude-se eo bet lakaet Washington da gêrbenn ar Stadoù-Unanet. Bremañ eo brasañ meurgêr stad Pennsylvania.
Tud brudet liammet gant ar gêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- William Penn, diazezer ar gêr ha Proviñs Pennsylvania.
- Benjamin Franklin, unan eus Tadoù diazezerien Stadoù-Unanet Amerika, dre e atiz eo bet krouet meur a ensavadur e Philadelphia, en o zouez Skol-veur Pennsylvania ha Library Hall. Marvet er gêr-se e 1790.
- Sylvester Stallone, aktour hag en deus kresket e Philadelphia ha liammet eo strizh an heuliad filmoù Rocky ouzh ar gêr.
- Will Smith, aktour ha kaner genidik eus ar gêr.
- Bill Cosby, aktour ganet e Philadelphia, brudet evit e roll er stirad skinwel Cosby Show.
- John Coltrane, sellmet evel unan eus brasañ saksofonourien jazz en istor.
- Lil Uzi Vert, raper ganet er gêr.
- Meek Mill, raper ganet er gêr.
- Judy Heumann, stourmerez evit gwirioù an dud nammet.
- Grace Kelly, aktourez ha Priñsez Monako, ganet er gêr.
- Raymond Pace Alexander, barner ha stourmer evit ar gwirioù keodedel, ganet ha marvet er gêr.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Firenze, Italia (abaoe 1964)
- Tel Aviv, Israel (abaoe 1966)
- Incheon, Korea ar Su (abaoe 1974)
- Toruń, Polonia (abaoe 1976)
- Tianjin, Ningbo, Sina (abaoe 1980)
- Douala, Kameroun (abaoe 1986)
- Nijniy Novgorod, Rusia (abaoe 1992)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
