Mont d’an endalc’had

Person

Eus Wikipedia
person
ecclesiastical occupation
Iskevrennad eusPriol, pastor Kemmañ
Relijion pe kredennkristeniezh Kemmañ
Organization directed by the office or positionParrez Kemmañ
Stumm gourel an dikedennكاهن, Pfarrer, curé Kemmañ

Ar person eo ar beleg katolik a zo lakaet e penn ur barrez gant an eskob a zo a-us dezhañ. Dindanañ emañ ar c'hure, a zo beleg ivez, hag a-wechoù e vez diagoned ha n'int ket beleien anezho. E brezhoneg ne reer ket an diforc'h a veze graet e galleg etre recteur (ur beleg e-unan-penn e karg eus ur barrez vihan) ha curé a dalveze kement ha person-kanton. Er parrezioù bras-mañ e oa meur a gure.

Kavet e vez person (pe parson) e kerneveureg hag e kembraeg ivez. Ar saozneg a ra curate eus ar c'hure met (ret diwall) vicar eus ar beleg e karg eus ar barrez.

A-hend-all ar relijion gristen a implij person gant ar ster ledan a orin (al latin persona) : tri ferson an Dreinded.

Person a vez kavet ivez e-giz anv-familh. Lod a gav fentus eta lavarout an itron Person eus gwreg an aotrou Person. Personig a gaver ivez evel anv-familh.

  • Person Ars, anv roet d'ur beleg gall, Yann-Vari Vianney (1786-1859), lakaet war roll ar sent e 1925.
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Person er
wikeriadur, ar geriadur frank.