Mont d’an endalc’had

Nihoniom

Eus Wikipedia
Nihoniom
Kopernikiom – Nihoniom – Fleroviom

Tl
Nh
Taolenn beriodek, Nihoniom
Perzhioù hollek
Niver atomek113
Rummad kimiekMetal paour
Strollad13
Trovezh7
Bloc'hp
Tolz atomek[286]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f14 6d10 7s2 7p1[1]
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 18, 3
Perzhioù atomek
Niver oksidadur(stlenn ebet)
Tredanleiegezh(stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur1 : 705 kJ/mol
2 : (stlenn ebet)
3 : (stlenn ebet)
Skin atomek(stlenn ebet)
Skin kenamsav136 pm
Skin Van der Vaals(stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
ArvezKaled (diouganet)
Douester (≈20 °C)16,0 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk(stlenn ebet)
Bervverk(stlenn ebet)
Tredanharzusted(stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)
Kraoñell an elfenn


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

An nihoniom zo un elfenn gimiek kevanaozet gant mab-den ; 113 eo e niver atomek ha Nh e arouez. Skinoberiek-kenañ eo. War-dro dek eilenn eo hanter-vuhez an izotop stabilañ a anavezer, 286Nh.
E taolenn drovezhiek an elfennoù emañ er strollad 13, an drovezh 7 hag ar bloc'h p, hini ar Bor.

Kevanaozet e voe er bloaz 2003 dre genlabour Rusia hag SUA en Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna (Oblast Moskov), hag e 2004 gant Japaniz er RIKΞN (理研) e Wakō (Prefeti Saitama). D'o heul e labouras skipailhoù dizalc'h en Alamagn, e Sina hag e Sveden.
E 2015, an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) a anzavas ar skipailh japanat evel pennlabourerien, hag aotreet e voent da reiñ un anv d'an elfenn nevez. E 2016 e kinnigjont nihoniom, diwar anv o bro, 日本 Nihon, "Tir ar Sav-Heol". D'an 8 a viz Mezheven 2016 e voe embannet an anv ofisiel gant an IUPAC[2].

Nebeut tre a ouzer a-zivout 113Nh abalamour ma n'eus bet kenderc'het nemet 4 atomenn hag a zigevan buan-tre[3].
Jedet ez eus bet koulskoude e c'hall an nihoniom diskouez perzhioù kar da re e strollad (13), eleze 5B, 13Al, 31Ga, 49In ha 81Tl.

Setu amañ an 8 izotop eus 113Nh a zo bet kavet[4].

A-zivout ar bann "Digevanañ"
AtomennZNTolz atomek1/2 vuhezDigevanañDisoc'h
278Nh'113165278,170581,4 msα274Rg
282Nh169282,1756773 msα278Rg
283Nh[n 1]170282,1756775 msα279Rg
284Nh[n 2]171284,17873910 msα (96,8%)280Cn
d (3,2%)284Rg
285Nh[n 3]172285,179734,2 sα281Rg
286Nh[n 4]173286,182219,5 sα282Rg
287Nh[n 5]174287,183395,5 sα283Rg
290Nh[n 6]?287,183392 s ?α286Rg
  1. ↑ N'eo ket bet kevanaozet war-eeun : eus zigevaniñ 287Mc e teu.
  2. ↑ Eus zigevaniñ 288Mc e teu.
  3. ↑ Eus zigevaniñ 293Ts e teu.
  4. ↑ Eus zigevaniñ 294Ts e teu.
  5. ↑ Eus zigevaniñ 287Fl e teu, ha marteze eus un elfenn all n'eo ket
    bet kavet c'hoazh.
  6. ↑ Eus zigevaniñ 290Fl e teu, ha marteze eus 294Lv.
  1. ↑ Diouganet hevez hini an talliom.
  2. ↑ (en) 'IUPAC'. Kavet : 27 Meurzh 2021.
  3. ↑ (en) 'The University of Sheffield – Nihonium'. Kavet : 27 Meurzh 2021.
  4. ↑ (en) 'Nuclear Data Center –'. Kavet : 27 Meurzh 2021.
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv • Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok