Malayeg
| Malayeg (Bahasa Melayu) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Malaysia, Brunei, Singapour, Tailand, Filipinez, Indonezia |
| Komzet gant : | 20-30 milion |
| Renkadur : | 54 |
| Familh-yezh : | Yezhoù aostronezek Yezhoù malayek-polinezek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | Malaysia, Brunei, Singapour |
| Akademiezh : | Dewan Bahasa dan Pustaka |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | ms |
| ISO 639-2 | may |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | MSA |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Arabat droukveskañ gant ar malezianeg.
Ur yezh malayek-polinezek eo ar malayeg (bahasa Melayu) komzet gant 20-30 milion a dud e Malaysia, Brunei, Singapour, su Tailand, su ar Filipinez hag e lec'hioù zo eus Indonezia.
Yezh ofisiel Malaysia, Brunei ha Singapour eo ar malayeg ha talvezout a ra ivez da yezh voutin e Timor Lorosae.
Daoust ha ma vezont distaget en un doare disheñvel ha daoust d'ar gerioù a orin izelvroek a gaver stank a-walc'h en indonezeg, ez eo chomet tost-tre d'an indonezeg dre vras betek ma'z eo luziet a-walc'h hag-eñ ez eus yezhoù disheñvel anezhe e gwirionez kentoc'h evit doareoù disheñvel un hevelep yezh voutin.
Hiziv e vez skrivet ar malayeg gant al lizherenneg latin peurliesañ, met gwechall e veze implijet kentoc'h un doare lizherenneg arabek anvet jawiek (jawi).
Gerioù deuet diwar ar malayeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
