Mont d’an endalc’had

Komunouriezh

Eus Wikipedia
Komunouriezh
ideologiezh politikel, reizhiad armerzhel
Iskevrennad eussokialouriezh Kemmañ
Dezverket dreanti-capitalism Kemmañ
Istorhistory of communism Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://economics.stackexchange.com/tags/communism Kemmañ
Enebet ouzhenep-komunouriezh Kemmañ
Simboloù ar gomunouriezh

Ar gomunouriezh a zo un ideologiezh a glask sevel ur gevredigezh gevatalouriezh, hep renkad hag he stad dizezet war berc'hientiezh voutin an tuoù a broduadur.[1],[2],[3] Evel ur skour eus ar sokialouriezh e vez gwelet. Honnezh a zo ur rummad ledan ag ideologiezhoù sokial ha politikel a zeu eus eus luskadoù politikel ha sokial liesek levezonet gant prederourien eus mare an Dispac'h Greantel hag an Dispac'h Gall[4]. Ar gomunourien a ginig diskoulmoù d'ar c'hudennoù kenstag, hervezo, ouzh ar gapitalouriezh. Hervezo, an tu nemetañ da aozan ur gevredigezh beoc'het ha frank, hep renkad pe gouarnamant a zo da ziskarr ar vourc'hizelezh ha d'hec'h erlerc'hiañ gant ar werin[2]. Stummoù pennañ ar gomunouriezh, evel ar stalinouriezh, al leninouriezh hag an drotskouriezh a zo diazezet war ar varksouriezh met stummoù arall a gomunouriezh a zo war gresk adalek diskar an Unvaniezh Soviedel.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]