Dan Simmons
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Dan Simmons |
| Anv-bihan | Dan |
| Anv-familh | Simmons |
| Deiziad ganedigezh | 4 Ebrel 1948 |
| Lec'h ganedigezh | Peoria |
| Deiziad ar marv | 21 C'hwevrer 2026 |
| Lec'h ar marv | Longmont |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | skrivagner, romanter, skrivagner skiant-faltazi, speculative fiction author, pedagogue |
| Tachenn labour | literary activity, fantasy literature, skiant-faltazi, lennegezh spont, lennegezh skiant-faltazi |
| Bet war ar studi e | Washington University in St. Louis, Wabash College |
| Deroù ar prantad labour | 1983 |
| Dibenn ar prantad labour | 2026 |
| Oberenn heverk | Song of Kali, Hyperion |
| Tachenn | skiant-faltazi, faltazi spont, fantazi, lennegezh spont |
| Levezonet gant | Karel Čapek, Yunmen Wenyan, Harlan Ellison, Kevin Kelly, Jack Vance |
Dan Simmons a zo ur skrivagner stadunanat hag en deus savet istorioù skiant-faltazi ha levrioù spont dreist-holl. Ganet eo bet d'ar 4 a viz Ebrel 1948 e Peoria (Illinois) (SUA) ha marvet eo d'ar 21 a viz C'hwevrer 2026 e Longmont, Colorado. Embannet eo bet e levrioù e seizh bro warn-ugent. Anavezet eo dreist-holl evit kelc'hiad Hiperion ha kelc'hiad Ilium.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Simmons en deus bet ur "B.A." e saozneg digant ar Wabash College e 1970 hag, e 1971, ur "Masters" war an deskadurezh er skol-veur Washington e St. Louis (Missouri). Bet eo o labourat er c'hentañ derez betek 1989.
Kregiñ a reas abred da skrivañ istorioù berr, daoust ma ne loc'has ket e esped da vat kent 1982, pa oa embannet e istor berr, The River Styx Runs Upstream, gant sikour Harlan Ellison, ha pa oa gounezet gantañ ar priz kentañ en ur genstrivadeg istorioù aozet gant ur gelaouenn skiant-faltazi ha spont. E romant kentañ, Song of Kali, a voe embannet e 1985.
Emañ bremañ o chom e Longmont, nepell diouzh Denver (Colorado), asambles gant e wreg Karen hag e verc'h. Al lec'h a blij dezhañ ar muiañ evit skrivañ eo e eilti er menezioù, e Windwalker, e su park broadel Rocky Mountain. Dan Simmons en deus staliet dirak e eilti un delwenn eus ar "Shrike", savet gant e vignon ha studier kent Clee Richeson. Ur poltred dezhañ a c'haller gwelet war lec'hienn ofisiel Dan Simmons.
Resevet en deus ar priz Hugo evit e romantoù Hyperion ha The Fall of Hyperion, a ya d'ober Kelc'hiad Hyperion, asambles gant Endymion ha The Rise of Endymion. Gounezet en deus ivez ar priz Locus evit kelc'hiad Ilium hag Olimpos.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kelc'hiad Hiperion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hyperion (1989) - Hugo Award 1990, Locus Award 1990
- The Fall of Hyperion 1990 (Drouziwezh Hiperion)
- Endymion (1996)
- The Rise of Endymion, 1997 (Dihun Endimion)
Ilium
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ilium, 2003 - Locus Award 2004
- Olympos, (2005)
Levrioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Song of Kali, 1985) - World Fantasy Award 1986
- Carrion Comfort, 1989
- Phases of Gravity 1989
- The Summer of Night, 1991
- Children of the Night, 1992 - Locus Award 1993 (Skrid euzh)
- The Hollow Man, 1992
- Lovedeath, 1993
- Fires of Eden, 1994
- Le Styx coule à l'envers, 1997 (Dastumadenn embannet e Bro-C'hall)
- The Crook Factory, 1999
- Darwin's Blade, 2000
- Hardcase, 2001
- Hard Freeze 2002
- Hard as Nails 2003
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|