Dallas
| Rann eus | Dallas-Fort Worth metroplex |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1841 |
| Anv ofisiel | Dallas |
| Anv er yezh orin | Dallas |
| Moranv | Big D |
| Anv annezidi | Dallasite |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Kêr-benn eus | Dallas County |
| E tiriad | Dallas County |
| Gwerzhid-eur | Central Time Zone |
| Located in the statistical territorial entity | Dallas-Fort Worth metroplex |
| War ribl | Trinity River |
| Territory overlaps | Dallas–Fort Worth–Arlington urban area |
| Daveennoù douaroniel | 32°46′45″N 96°48′32″W |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Mayor of Dallas |
| Penn an aotrouniezh | Eric Johnson |
| Korf lezenniñ | Dallas City Council |
| Prizioù resevet | Silver medal of the Masaryk University |
| Lec'hienn ofisiel | https://dallascityhall.com |
| Banniel (deskrivadur) | flag of Dallas |
| Istor | history of Dallas |
| Open data portal | Open Data portal for Dallas |
| Ekonomiezh an danvez | economy of Dallas |
| Poblañsouriezh an danvez | demographics of Dallas |
| Kod pellgomz an takad | 214, 469, 972 |
| Category for honorary citizens of entity | Q65609779 |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Dallas, Texas |



Dallas zo ur gêr lec'hiet e biz stad Texas e Stadoù-Unanet Amerika. Er bloavezh 2020 e oa 1,3 milion a annezidi o chom enni.
Gennadoù armerzhel Dallas eo an Difenn, ar servijoù arc'hanterezh, teknologiezh ar c'helaouiñ, ar pellgehentiñ hag an treuzdougen.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meuriadoù indian a oa o chom e Norzh Teksas a-raok donedigezh ar re wenn : indianed Caddo, Tawakoni, Wichita, Kickapou hag ar Gomañched.[1][2][3] Disklêriañ a reas an drevadennerien spagnol e oa an tiriad e-barzh bes-roueelezh Spagn-Nevez. Diwezatoc'h e embanas Bro-C'hall e oa e-barzh he impalaeriaeh drevadennel met ne annezas ket al lec'h koulz lavaret. En holl e flojeas c'hwec'h banniel eno a-raok hag e-pad istor ar gêr : hini Bro-C'hall, hini Spagn, hini Mec'hiko, hini Republik Teksas, ar banniel kengevreet ha banniel Stadoù-Unanet Amerika.[4]
Staget e voe Republik Teksas ouzh ar Stadoù-Unanet e 1845 ha krouet e voe kontelezh Dallas ar bloaz war-lerc'h.
Brudet eo ar gêr rak eno e voe lazhet ar prezidant John F. Kennedy, gant Lee Harvey Oswald d'an 22 a viz Du 1963.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bro | Kêr |
|---|---|
| Brno | |
| Dijon | |
| Monterrey | |
| Riga | |
| Saratov | |
| Taipei |
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud brudet zo liammet gant Dallas :
- Jensen Ackles (g. e 1978), aktour
- Rex Brown (g. e 1964), soner
- George W. Bush (g. e 1946), bet gouarnour Teksas ha 43vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika
- Henry Calvin (1918–1975), aktour (sarjant Garcia e Zorro gant Disney)
- Gina Carano (g. e 1982), stourmerez MMA ha Muay Thai, aktourez
- Linda Darnell (1923–1965), aktourez
- Selena Gomez (g. e 1992), kanerez
- Alex Jones (g. e 1974), animatour skingomz ha stourmer politikel
- Demi Lovato (g. e 1992), kanerez, sonaozerez hag aktourez (ganet e Albuquerque)
- Jayne Mansfield (1933–1967), aktourez
- Lee Harvey Oswald (1939–1963), drouklazher ar prezidant John F. Kennedy
- Sly Stone (1943-2025), kaner
- Stevie Ray Vaughan (1954–1990), soner
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Which indigenous tribes lived in North Texas? Find out with this interactive map
- ↑ What happened to Native American tribes that once existed in North Texas? Curious Texas investigates, 9 a viz Gwengolo 2020
- ↑ Tales from the Dallas History Archives: Honoring Native American Heritage Month, 24 a viz Du 2021
- ↑ A brief history of the six flags over Texas — including the Confederate flag e Austin American-Statesman
